Album Sarac'h

Ar vamm lazherez 

 

1

Trizek bugel am eus ganet

En desped din nemet merc’hed

 

Daouzek anezho ’m eus lazhet

N’on ket deu’t ’benn an drizekvet

 

N’on ket deu’t ’benn an drizekvet

Ha n’eo ket hep bezañ klasket.

 

2

An noz all pa oan kousket krenn

Gant un droug skrijus ’tihunen

 

Ur marvran ruz-tan ha diskarn

’Sanke e veg don em skouarn

 

Hag unan all gwenn-kann-eon

’Skilfe ha ’gigne ma divronn

 

Hag antronoz d’ar gouloù de’z

En em gavet ’oan dougerez

 

En em gavet ’oan dougerez

Genel ’raen en abardaez

 

Ur verc’h vihan an drizekvet

Pa m’oa ken c’hoant paotrig kaouet

 

Ur verc’h vihan he blev rouz-flamm

Heñvel buhez ouzh re he mamm

 

Ur verc’h du-glaou he daoulagad

Diouzh re he mamm disheñvel mat

Ne ouzen dare piv an tad :

 

« Hunit, hunit ’ta ma merc’hig

Hag ober ’rin deoc’h allazig

 

Hag ober ’rin deoc’h un toullig

Dindan ar sapin el liorzhig

 

Ha kanañ ’rin deoc’h ur chañson

Gwerz ar marv, kan an anaon ! »

 

’Boa ket gant ma ger echuet

Ma roen dezhi laezh kontammet

 

Ma roen dezhi laezh kontammet

Goulenn ’rae en-dro p’oa denet

 

Kemer ’raen neuze ur blueg-treid

Hag he mougen hep keuz ebet

 

A-benn ur pennad goude-se

Balbouzat a rae adarre

 

Balbouzat a rae ’n he c’havell

Kemer ’raen neuze ur gontell

 

Ha da skeiñ fulor ennon

Ha da skeiñ ’barzh he c’halon

 

Ha da skeiñ ’barzh he bruched

En aner, ne ziwade ket

 

Ha da skeiñ a-daol-da-daol

Ha da skeiñ ’vel unan foll

 

Ha da skeiñ, skeiñ kemen’

Ma erruen skuizh ha ’semplen

 

Ma erruen skuizh ha ’semplen

Antronoz vintin ’tihunen

 

Gant c’hoarzhoù ma merc’h milliget

A seblante din o lâret :

« Na pegen mat ’m eus-me kousket ! ».

 

3

Ha setu hi deuet d’he oad

Evit ma brasañ kalonad

 

Abred ha diwe’t, noz-ha-de’z

Ne ra din nemet gwall-vuhez

 

Ne ra din nemet gwalldroio’

Un deiz a vo ma distrujo :

 

« Me ho ped ma mamm, ma mammig

Daoust hag eñ rofec’h din ho pig ?

 

Ma kleuzfen un toull er jardrin

Da blantañ eno ur sapin

 

Da blantañ ur sapin eno

E lec’h ’n hini kozh ’zo marv

 

E lec’h ’n hini kozh ’zo gweñvet

Ma mamm, ma mammig, me ho ped ! »

 

Ha me paourkaezh sod da blegañ

Ha da reiñ dezhi peadra

 

Ha da reiñ dezhi peadra

Nebeud goude ’lâre din c’hoa’ :

 

« Echu ma zoullig ma mammig

Deu’t ’ta da welet un tammig ! »

 

Ha me ken kredig da vonet

Ha brusk en toull ganti bountet

Ganti bountet hag interet !

 

4

Ha setu me en douar don

Seziset on gant ar spouron

 

Ha da gleuziañ, da ziskrapat

Allas, allas din, hep tro vat

 

Allas, allas din, ’ra netra

‘Met kouezhañ ’m eus aon donoc’h-c’hoa’

 

Ha da grial ha da hopal

Met den d’am c’hlevet em noz teñval

 

Ha da c’hervel a-bouez ma fenn

Met den d’am respont em bez yen

 

’Met trouz gludennek ar preñved

O rampañ etre ma bizied !

 

5

Met petra ’n dodi-se ’n un taol

Ha donet ’ran da vezañ foll ?

 

Met petra ’n un taol ’n dodi-se ?

Lârit din ’ta, e anv Doue !

 

’Welan a-bell ur stroll o tont

En e benn an Ankoù, ur spont !

 

Hag eñ pignet war ur marc’h dall

En daou du tanfoeltr o strakal !

 

En daou du tanfoeltr ha moged

D’e heul bugale o vonet

 

D’e heul o vonet krouadurien

Digiget o c’horf hag o fenn

 

D’e heul o vonet merc’higoù

O ma ene, ma re eo !

 

Ha ’tonet o-holl war ma zro

Ha ’koroll, ’kanañ war un dro

 

Ha war un dro ’koroll, ’kanañ

A-dro-da-dro tisoc’h-tishañ :

 

« Hunit mammig, hunit bravig

Ha kanañ ’raimp deoc’h ur sonig

 

Ha kanañ ’raimp deoc’h ur sonenn

Gwerz ar soufrañs, kan an ifern ! ».

 

Denez

La mère tueuse

 

1

J'ai mis au monde treize enfants

A mon grand désespoir que des filles

 

J'en ai tué douze

Je ne suis pas venue à bout de la treizième

 

Je ne suis pas venue à bout de la treizième

Et ce n'est pas faute d'avoir essayé.

 

2

L'autre jour comme je dormais

Je fus réveillée par un bruit affreux

 

Un corbeau rouge-feu

Enfonçait son bec dans mon oreille

 

Et un autre blanc-écume

Griffait et blessait mon sein

 

Le matin suivant

Je me trouvais enceinte

 

Je me trouvais enceinte de neuf mois

J'accouchais l'après-midi

 

Une petite fille, la treizième

Je voulais tant un garçon

Je ne savais pas qui était le père :

 

« Dormez, dormez,

Je vous ferai un petit trou

 

Je vous ferai une petite fosse

Dans le jardin sous le sapin

 

Je vous chanterai une chanson

La Gwerz de la mort, le cantique de L'Enfer ! »

 

Je n'avais pas fini de dire ces mots

Que je lui donnais du lait empoisonné

 

Elle m'en redemandait

Quand elle l'avait bu

 

Je prenais alors un oreiller

Et l'étouffais sans regret

 

Peu de temps après

Je l'entendais à nouveau rire dans son berceau

Comme si de rien n'était

 

Je m'emparais aussitôt d'un couteau

Et la frappais de colère 

 

Je la frappais en plein coeur

En vain, elle ne saignait pas

 

Je continuais encore et encore

Jusqu'à m'évanouir

 

Ses rires me réveillaient le lendemain matin

Et je l'entendais dire dans ma tête :

« Comme j'ai bien dormis ! ».

 

3

Et la voilà devenue grande

Pour mon plus grand chagrin

 

Jour et nuit elle me tourmente

Un jour, elle me tuera :

 

« Ma mère, me prêterez-vous votre pelle

Que je creuse un trou dans le jardin

 

Que je creuse un trou profond

Pour y planter un arbre ? »

 

J'étais folle et je la lui donnais.

Peu après, elle m'interpelait une nouvelle fois :

 

« Ma mère, j'ai terminé

Voulez-vous venir voir ce que j'ai fait ! »

 

Comme je me penchais pour regarder

Elle me poussait violemment

 

Elle me poussait dans la fosse

Et m'enterrait vivante !

 

4

Et me voici dans la terre profonde

Je me débats, rien n'y fait

 

J'appelle, je crie

Il n'y a personne pour m'entendre

 

Il n'y a personne pour m'entendre dans ma tombe

Seulement les vers qui glissent entre mes doigts !

 

Mais quel est tout à coup ce vacarme d'épouvante ?

Je vois une foule venir vers moi

A sa tête il y a la mort

 

Elle est montée sur un cheval aveugle

Feu et fumée de chaque côté 

 

De chaque côté feu et fumée

A sa suite vont des enfants

Corps et visages décharnés

 

A sa suite vont douze filles

Mon Dieu, ce sont les miennes !

 

Elles font une ronde autour de moi

Et se mettent à danser

 

Et elles tournent encore et encore 

De plus en vite à chaque tour

 

A chaque tour de plus en plus vite

Tout en me criant à tue-tête :

 

« Dormez, dormez

Et nous vous chanterons une petite chanson

 

Nous vous chanterons une petite chanson

La Gwerz de la mort, le cantique de l'Enfer ! ».

 

Denez